Debrit lec'hel evit skoazellañ skol Lokournan
Kevredigezh Skoazell hor skol aoz ur werzh kengred diskar-amzer evit bodañ familhoù, tud a-youl-vat ha harperien en-dro da broduioù lec’hel ha produioù bio ivez.
Evit pep hini a vo un dra bennak da blijout:
- Chug avaloù (produet en korn-bro)
- Bier artizanel eus ar vro
- Avaloù-douar
- Ognon Rosko
E-touez ar produioù e kaver traoù bet prientet gant sikour ar vugale, o deus kemeret perzh er stalieroù hag dizoloet penaos e vez graet.
Gounidoù ar werzh-mañ a servijo da arc’hantaouiñ obererezhioù pedagogel, an dafar hag ar raktresoù skol. O prenañ e rit plijadur deoc’h-c’hwi gant produioù mat hag e skoazellit war-eeun hor skolidi hag o skol vihan.
Evit urzhiañ enlinenn ha skoazellañ ar gevredigezh, kit war bajenn HelloAsso : Urzhiadenn Diskar-amzer 2025!
Titouroù pleustrek
- Digor an urzhioù betek ar 15 a viz Here.
- Dont da gerc’hat an urzhioù : d’an 18 a viz Here etre 10e hag 12e — 8A straed Kerzouar, Lokournan (e-kichen ar skol bublik).
- Paeamant surentezet dre HelloAsso.
- Ar gounidoù a vo roet d’ar gevredigezh Skoazell evit skoazellañ skol Diwan hag ar brezhoneg.
Kemer perzh ha darempred
Degemeret mat e vo kement skoazell a vo — kerent, tadoù-kozh ha mammoù-kozh, mignoned ha kement den dedennet gant raktres Diwan. Deuit da ober ho mad ha da skoazellañ ar skol !
Evit goulennoù ouzhpenn, c’hallit kas ur postel da maeva.gesson@lilo.org