Dorioù digor e skol Diwan Lokournan d'ar 7 a viz C'hwevrer 2026
Pedet oc’h gant skol Diwan Lokournan d’he Dorioù digor d’ar Gwener 7 a viz C’hwevrer 2026, adalek 9e00 betek 12e00.
Deuit da zizoleiñ hor skol
An degouezh dispar eo evit :
- Kejañ gant ar skipailh kelenn
- Gweladenniñ ar savadurioù hag ar c’hlasoù
- Gouzout hiroc’h diwar-benn pedagogiezh Diwan hag ar c’helenn e brezhoneg
- Goulenn pep tra diwar-benn an enskrivadurioù
Titouroù pleustrek
- Deiziad : Gwener 7 a viz C’hwevrer 2026
- Eurioù : 9e00 - 12e00
- Chomlec’h : 8a straed Kerzouar, Sant-Renan
Gortozet oc’h niverus !