Dastumadeg avaloù e Loperhez : ur berzh kentañ


E Loperhez eo bet dalc’het an devezh kentañ dastum avaloù en ur aergelc’h plijus. Kemeret o deus perzh ar skolidi, ambrouget gant kerent ha tud a-youl-vat, en dastumadeg hag anavezet o deus, tamm-ha-tamm, an doareoù disheñvel da brientiñ chug avaloù.

Gant ar prantad kentañ-mañ o deus gallet ar vugale :

  • kutuilh ar frouezh
  • dilenn ha gwalc’hiñ an avaloù

Adkavit an holl brantadoù eus hon dastumadeg avaloù.

An dastumadeg da zont a vo dalc’het d’an 8 a viz Here en enderv e Brelez. Pedet eo ar gerent, ar vugale hag an dud a-youl-vat da zont ganeomp.

Foto eus an dastumadeg avaloù 1 Foto eus an dastumadeg avaloù 2 Foto eus an dastumadeg avaloù 4

Evit an holl c’houlennoù pe evit kemer perzh : contact@diwan-saint-renan.fr