Ha ret eo d'am bugel pe din-me komz brezhoneg ?
Tamm ebet. An darn vrasañ eus hor familhoù ne oar ket
brezhoneg. Ar soubidigezh a zo bet ijinet a-ratozh evit ma teskfe ar vugale
ar yezh en un doare naturel er skol, hep ma vije ezhomm gouzout un dra
bennak a-raok. An eil skipailh pedagogel a eskemm ganeoc'h e galleg hag
a heul anezoc'h e pep prantad.
Ha ne vo ket dale war ma bugel evit deskiñ galleg ?
Er c'hontrol, ur chañs ouzhpenn eo, prouet eo bet. An
enklaskoù skiantel a ziskouez e vez diorroet gant ar vugale divyezhek barregezhioù
uheloc'h a-fet keskrediñ hag analizañ. E fin ar skol-gent, an disoc'hoù
e galleg tapet gant hor skolidi a zo par, ha gwelloc'h zoken alies, eget
keidenn an disoc'hoù broadel.
Penaos e c'hellin sikour anezhañ/i gant al labour-ti ma ne gomprenan
ket brezhoneg ?
Ar goulenn-mañ a zo e kalon hor pedagogiezh, a glask lakaat ar vugale
da vezañ emren. Soñjet eo bet al labourioù-ti evit ma
c'hellfe ho pugel ober anezho e-unan. Ar c'hemennadoù pouezus hag ar
meizadoù pennañ a vez atav treuzkaset deoc'h e galleg gant ar
gelennerien, ne viot biken kollet.
Ha goude ar CM2, penaos e tremen an traoù er skolaj ?
Aes-tre eo d'ar vugale en em enframmañ, pe e vefe en ur skolaj klasel
pe e rouedad Diwan. Ho pugel en do tapet an holl varregezhioù a zo e
programm an Deskadurezh-Stad. Prest-mat eo neuze evit ur skolaj publik
klasel e-lec'h ma vo e zivyezhegezh ur chañs evitañ a-hed e vuhez.
Evit kenderc'hel gant ar soubidigegezh, an heuliad naturel eo skolaj Diwan ar Releg-Kerhuon e Brest.